Abaoe ugent bloavezh bennak, gant kevelerien e-leizh, e ergerzhan an tachennoù kenlabour hag a zigor etre broioù amezek, a-benn ober traoù a-gevret. Ha me reizhaouer-arc'hant, kargad a gentelioù e skol-veur Roazhon, oberer kevredigezhel, em eus beajet e Amerika an Norzh hag ar Su, er mor Karib, e Afrika ar C'hornôg hag aostrel, e Azia ar Su hag ar Reter, war-ziarbenn ar gelennerien hag ar studierien, atebeien kevredigezhioù ha keodedourien ha keodedourezed dre vras. E div vro pergen, Burkina Faso hag Haiti, e kemeran perzh e obererezhioù kengred war hir dermen. Sklêrijennet gant ar c'hejadennoù-se e klaskan sevel pontoù etre an taolioù-arnod eus un eil rannñved d'eben, hep prezeg diwar-benn al lec'h kentañ a vefe roet da Europa sañset : da bep rannved he hent kenlabour, en doujañs lezenn etrebroadel.
Er pajennoù da-heul, pevar levr, pennadoù-skrid, testennoù prezegennoù, frouezh al labourioù hag an eskemmoù-se : e 2006, neuze, da geñver ur forom aozet gant UNESCO e Montevideo (Uruguay), e 2009 evit tregontvet deiz-ha-bloaz Kumuniezh Afrika aostrel e Gaborone (Botswana) hag e skolioù-meur Ouagadougou (Burkina Faso) e 2010, Tezpur en Assam (India) e 2014, Guangxi, e Nanning (Sina) e 2016, Liège (Belgia) meur a wech, hag heñveldra digant ar c'hevredigezhioù Kolaj kreizdouarel ar frankizoù e Toulon hag Emgav skiantoù an den en Oriant.